Kampionad Europa gouren a vo 'ba Lokournan d'an 19-20 a viz Ebrel !
Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold ‘vo dalc’het e-kerzh an dibenn-sizhun-mañ. ‘Ba Lokournan chouk da Vrest eo e vo bodet war dro 100 gourenerez ha gourener a deu eus broioù a-bep-seurt ‘ba Europa, merc’hed ha paotred ‘ba rummad senior hag espoirs.
O prientiñ stank an darvoud ‘neus ket bet deus outañ abaoe 2019 emañ izili skipailh Breizh. Deomp da selaou tri anezho a vo war ar pallennoù a-benn disadorn hag a-benn disul : Anaelle Le Piolet, 'zo ezelez eus skol Louergad-Gwengamp, Briag Henry hag Heloenn Delorme 'zo izili eus skol Pleiber-Krist.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard.