en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Mémé K7 : Pladenn nevez Kreiz Breizh Akademi #10

00:00 / 00:00

Mémé K7 : Pladenn nevez Kreiz Breizh Akademi #10

O paouez embann ur video emañ strollad Kreiz Breizh Akademi #10, Son ar Mezvier. Emaint o klask arc'hant a-benn paeañ ar bladenn a vo embannet gante en diskar-amzer. Un digarez evit komz deus ar strollad-mañ, deus al labour bet graet gante abaoe penn kentañ ar stummadur e miz Genver 2024. Maëlle Ausias eus RKB a oa bet oc'h ober ur frapad kaoz gant Eliaz Le Bot, a zo just a-walc'h en dekvet Kreiz Breizh Akademi. An hanter eus ar berzhidi ne oant ket eus Breizh ar wech-mañ, ranket o deus neuze splujañ e sevenadur ar vro.



Eliaz Le Bot a oa bet aterset gant Maëlle Ausias eus RKB. Ha ma fell deoc'h gouzout hiroc'h war raktres diwezhañ an dekvet Kreiz Breizh Akademi ec'h aliomp deoc'h mont da selaou ouzh abadenn Kokenn ar Son a zo da gavout en podkast war hol lec'hienn Radio Breizh pik Bzh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio