en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Koust gwirion ar chipsoù "Brets"

00:00 / 00:00

Koust gwirion ar chipsoù "Brets"

Sur mat eo anavezet ganeoc'h ar merk chipsoù Brets hag ho peus gwelet dija pakadoù an embregerezh war estajerennoù ar gourmac'hadoù. Abaoe 1995 eo staliet al labouradeg da broduiñ chips Alto e kreiz Breizh, e Sant-Jelan. Tost an hanter eus ar chipsoù debret e Frañs a vez produet eno ha gwerzhet gant ar merk Brets. Hag a-benn nebeut e vo krouet un uzin nevez er vro. Kement-mañ en deus flemmet kuriusted ar c'hazetennerez Nolwenn Weiler, a zo bet oc'h enklask evit ar media Splann. Muioc'h a ditouroù gant Metig Jakez-Vargas.



E miz Genver hag e miz C'hwevrer e oa bet taget div gevelouri labour-douar, Eureden hag Evel' Up, gant ar strollad Frites (Forces révolutionnaires intergalactiques et territoriales en sauce). Nec'het eo Brets gant ar soñj bezañ taget ivez.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio