Budjed nevez departamant Liger-Atlantel a lak en arvar ar c'hevredigezhoù breizhek
Ar sizhun dremenet en doa votet departamant Liger-Atlantel e vudjed evit ar bloavezh 2025. Lakaat a ra ar Stad gwask ekonomikel war an holl strollegezhioù lec'hel evit klask arboell un tamm arc'hant. Ha strisoc'h eo neuze ar bloaz-mañ budjedoù an departamantoù, daoust dezhe merañ o arc'hant en ur mod kempouez. Hag evit tizhout ar c'hempouez just a-walc'h e vo krennet hini departamant Liger-Atlantel eus 90 milion a euroioù, war ur budjed 1,5 miliard a euroioù. Skoet bras gant an troc'h-se e vo ar c'hevredigezhioù a lak sevenadur Breizh hag ar brezhoneg da vevañ e Liger-Atlantel. Muioc'h a ditouroù gant Stefan Geffroy, prezidant Yezhoù ha Sevenadur.
Stefan Geffroy, prezidant ar gevredigezh Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Daou vloaz 'zo dija e oa bet troc'het e skoazell gant rannvro Broioù al Liger da Yezhoù ha Sevenadur. A-raok neuze an troc'hoù bras bet divizet gant Christelle Morançais, prezidantez ar rannvro, e fin ar bloaz tremenet.