Kemmet eo an urzh bedel abaoe m'eo bet dilennet Trump
Setu ouzhpenn daou viz zo bremañ eo erruet Donald Trump e penn ar galloud en dro er Stadoù-Unanet. Ha kaoz a zo bemdez abaoe eus an dudenn bolitikel-se a blant freuz ha reuz e pep tachenn a zo evel an deskadurezh, ar bolitikerezh etrevroadel pe c'hoazh endro...Wayne Mockermann, ur stad-unanat a zo o vevañ e Roazhon. 42 vloaz eo eñ, bet eo bet en arme amerikan e-pad 15 vloaz ha war e leve emañ abaoe daou vloaz. Klevomp e soñj neuze war darvoudoù politikel an daou viz diwezhañ er Stadoù-Unanet hag ar pezh en deus skoet anezhañ.
Wayne Mockermann a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas.