Ur c'henlabour etre Breizh ha Kembre war an naouegezh artifisiel
Ur rouedad-labour war an naouegezh artifisiel a zo war sevel etre Breizh ha Kembre.
Skolveuridi ha stourmerien liesseurt a zo en em gavet asambles a-benn diorren an naouegezh artifisel hag ober ur plas kaer d’ hor yezhoù er bed niverel. Emañ en taol : Skol-veur Bangor e Kembre, ar glaskerez-yezhonouriez Mélanie Jouitteau, Loïc Grobol, kelenner-klasker war ar yezhoniezh e skol-veur Paris-Nanterre, skipailh al LABSTICC (Laboratoire des sciences et techniques de l'information, de la communication et de la connaissance), Mignoned ar Brezhoneg ha Gweltaz Duval-Guennoc, arbennigour dizalc’h. O sevel ur c’horpus emaint, ha seul devoc’h ha sur e vo, seul welloc’h vo hor binvioù niverel e brezhoneg. Muioc'h a ditouroù diouzhtu gant Gweltaz Duval-Guennoc.
Gweltaz Duval-Guennoc a oa bet aterset gant Laetitia Fitamant eus radio Kerne. Emaint o strollañ roadennoù a-bep seurt, skridoù hag ar skridoù-se lennet, hag a-benn bloaz, peogwir ez eus deuet 100 000 euro evit souten al labour-se, e vo ur savenn hollek d’ar vrezhonegerien da zont da reiñ o lodenn ma fell dezhe.