en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Derc'hel a ra Atsem-ed an Oriant get o luskad sokial

00:00 / 00:00

Derc'hel a ra Atsem-ed an Oriant get o luskad sokial

Atsemed an Oriant a zo é ober harz-labour pep kreisteiz a c’houde pemzek teiz.

Kefridi an implijidi-se, maouezed evit al lodenn vrasañ anezhe, a zo ambroug ar vugale er c’hlas, doc’h taol, ha gober ar c’hempen.

Un emvod o doe bet get dilennidi an ti-kêr teir sizhun 'zo, ha skrivet eo bet get an dilennidi da vinistrerezh ar fonksion publik. Met n’eus diskoulm ebet kavet betek bremañ.

Emaint, Atsemed an Oriant, é klask lakaat o stourm da vrasaat. O anv a vo lakaet gete e kollektif atsemed breizh.

Henoazh eo ar vakañsoù-skol. Un emgav arall a vo get an ti-kêr a-benn an distro-skol.

Dominique Bertrand a zo Atsem e skol divyezhek Ker Nevez en Oriant. Aodren Trehin a zo aet da gejañ doc’hti e-pad ar prantad harz-labour da greisteiz.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio