Kip etre-liseoù e Felix Dantec
O tostaat emañ koñkour sonerezh Breizh etre-liseoù. 'Benn digwener e vo dalc’het an abadenn e lise Felix Dantec, e Lannuon. 6 strollad a vo war ar renk evit an 20vet koñkour. Hag evit aozañ an darvoud ‘zo ‘n em lakaet un 40 lisead bennak eus Felix Dantec da labourat a-youl vat. En o zouez emañ Mona Cornic, a oa bremaik o reiñ ur gentel dañs e trepas al lise