Politik Europa ar beskerezh
Bruxelles 'zo o prientiñ er mare-mañ ur reform deus politikerezh europa ar beskerezh hag a vo lakaet e plas e 2013. Kinnigoù ar gomiserezh e karg deus aferoù ar mor a lako dilabour ur bern pesketourien. Etre 10 hag 20% hervez ar gomision european. N'eo ket posubl a 'lavar a vouez-unvan aozadurioù ar besketourien e Breizh, asambles gant dilennidi ar rannvro ha re ar c'huzul-meur Penn ar Bed. Un departamant a zo an hini gentañ e Bro Frañs evit ar beskerezh.
Disadorn, 'ba Kemper 'oant an holl bodet evit prientiñ un emvod bras a vo dalc'het e Bruxelles d'an 12 a viz Here. Gant ur pal : lakaat Maria Damanaki, komisaerezh european evit ar beskerezh, da cheñch he soñjoù.
Selouit diouzhtu displegadennoù André Le Berre, prezidant komite Breizh ar beskerezh.
Fotoioù : André Le Berre, prezidant komite Breizh ar beskerezh, e-kichen Isabelle Thomas, eil-brezidantez ar rannvro Breizh ha Pierre Maille, prezidant Kuzul-meur Penn ar Bed, d'ar sadorn 1 a viz Here, 'ba Kemper.