Un enklask publik a zo digor evit labourioù e Lann Bihoue
Bazenn aerlu mor Lann-Bihoué, kostez an Oriant, a zo krog get ur programm adnevesaat e girri-nij hag ar savadurioù a glota gete. Un 10 vlez bennak e paday. Un enklask publik a zo digoret a-raok gober al labourioù.
Posubl eo respont d’an enklask publik abaoe an 28 a viz Meurzh ha betek an 30 a viz Ebrel.
Gelet a reer lenn ar stumm paper e ti-kêr Plañvour, Kewen ha Gwidel. Ar c’homisaerez-enklaskourez a zalc’hay en holl pevar emvod publik. Ar re é tonet a vo d'ar 7 a viz Ebrel e Kewen hag d'an 19 e Gwidel.
Da c’houde an enklask e c’hellay ne vern piv kaouit an disoc’hoù get prefeti ar Morbihan pe en tier-kêr.
Hervez disoc’hoù an enklask publik e vo roet pe get get prefed an departamant an dirojañs da ministrerezh an armeoù.
Muioc’h a ditouroù get Aodren Trehin
https://www.registre-numerique.fr/avsimar-ban-lann-bihoue/documents