en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Treuzell #3 : Un darvoud evit prederiañ da dreuzkas ar sevenadur

Treuzell #3 : Un darvoud evit prederiañ da dreuzkas ar sevenadur

Disadorn e oa dalc’het un devezh prezegennoù aozet get ar gevredigezh Kenleur a voda ar c’helc’hioù keltieg, él ma ra sonerion evit ar bagadoù. Gouestlet e oa an drivet prezegenn anvet Treuzell da brederiañ àr treuzkas ar sevenadur d’ar re yaouank.

Aodren Trehin a oa bet en Alre d’an darvoud. Kejet he doa get Youena Baron kargiadez kenhentiñ ha Rozenn Tanniou ezelez ar burev hag e kelc’h ar vro vigoudenn. Jonathan Ar Genneg kenurzhier an deskadurezh arzel ha sevenadurel

Pouezet eo bet get Kenleur àr ar fed n’eo ket ar sevenadur nemet an arzoù, met ivez da skouer anaouedegezh ar yezh, al lec’hioù, an istoer.

Ul levr a vo savet get Kenleur evit laoskel ur verkenn ag ar pezh a zo bet lâret ha kinniget e-pad an devezh. Ur stumm niverel hag ur stumm moullet a vo.

Rentañ kont Treuzell 1 ha 2 a zo dija enlinenn àr lec’hienn web Kenleur.

https://www.kenleur.bzh/2024/04/09/actes-des-conferences-treuzell-1-et-2/


Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio