Keleier ar vro d'ar Yaou 27 a viz Meurzh 2024
Ur galv evit saveteiñ ar greizenn "Amzer Nevez"
Ur galv a zo bet lañset get ar sonerion Nicolas Syz, Youenn Chapalain hag Elouan Le Sauze evit savetiñ Amzer Nevez. Ar greizenn sevenadurel-se a oa bet digoret e 1981 e Plañvour, e-tal an Oriant diàr luskad stourm sevenadurel ar blezadoù 70 get tud e-giz Paolig Montjarret. Embannet he deus div sizhun zo ar gevredigezh a vere al lec’h e oa en arvar da vonet da zero. 170 arzour o deus sinet ar galv lañset get an tri muzisian hag emañ bremañ enlinenn e-giz sinadeg. Youenn Chapalain, Elodie Jaffré, ha Morwenn Lenormand a oa bodet dirak Amzer nevez dec’h get un nebeut stourmerion arall a benn brudañ ar galv. Aterset e oant bet get Aodren Trehin.
Degas c'hoant da vont da lise Diwan da studiañ!
Ar sizhun dremenet e oa dalc’het ar forum heñtañ en lise Diwan Karaez : pedet ‘oa bet skolajidi Diwan da dont da dizoleiñ micherioù liesseurt, en brezhoneg… ha war ‘n dro, da dizoleiñ al lise ha da doullañ kaoz gant liseidi. A-bouez eo seurt darvoudoù evit Diwan, peogwir e c’hell reiñ ar c’hoant d’ar skolajidi da lak oc’h anvioù el lise en Karaez. Pezh ‘zo, gant an enkadenn ‘zo ar mare-mañ el lise, dre un diouer a arc’hant hag a blas, ne ro ket ar c’hoant da lod da vont da Gerampuilh warlerc’h an trede klas… Klevet ‘vo Pascale Chevillard, a-berzh a rouedad Diwan, a displego dimp an dalc’h.
Da glevout ouzhpenn 'bar c'heleier:
Krennet budjed rannvro Breizh eus 43 milion a euroioù e 2025
Warc'hoazh e komanso an enklask foran war Sportva Arkea 'ba Brest
Echu eo gant an takadoù ZFE
Kondaonet eo bet Zemmour gaozen da gomzioù gouennelour
Kampionad Breizh GRS: 400 jiminast 'ba Brest