en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 25 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Meurzh 25 a viz Meurzh 2025

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Dibar : Un ostaleri nevez e Roazhon

Cantine Bistrot paillettes, setu an Dibar, ar stal nevez digoret e Roazhon. Heuliet e oa bet gant Morgane Cotten deus Radio Naoned krouidigezh an Dibar a bazenn da bazenn. War blasenn Thérèse Pierre emañ staliet an Dibar chouk da harz lec’h metro Jakez Karter hag eo digoret en un doare ofisiel bremañ, disadorn e oa al lid digeriñ hag eo bet lidet war an ton bras, selaouomp Olwen Denez unan deus tri perc’henn an dibar.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Emvod evit saveteiñ bed ar sevenadur

Un emvod-meur a zo bet hiriv e skol an arzoù-kaer en Oriant, anvet ivez an Eesab. Arzourion hag arzourezed a bep seurt a a oa strollet evit stourm asambles doc’h an troc’hoù budjed er sevenadur, ha pas nemetken e Broio al Liger. Hent- ar strizhder ekonomikel emañ e kemer muioc’h muiañ a strollegezhioù. Ar c’henaroud politikel etrevroadel a zo é fonusaat an troc’hoù er sevenadur met ivez er servijoù publik dre vras, a benn postañ muioc’h a argant en difenn.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :

  • Kevraouiñ etre SUA ha Russia war un Harz-tennañ en Ukraina

  • Ar brezel e palestina ac'hubet

  • Taget oa bet burev ar c'hannad Paol Molag e Ploermael gant stourmerien ar gallaoueg

  • Manifestadeg dirak Lise katolik an intron varia e Sant Nazer

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio