en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel Em Fenn - Lun 24 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Lun 24 a viz Meurzh

Fin ar bloavezh tremenet eo bet lakaet da ofisiel ar gevelliñ etre ti-kêr Rostrenn ha kamp repuidi Nour Shams, ba Sisjordania. Sed aze un doare d’en em digeriñ war ar bed ha sevenadurioù disheñvel.
Ha daoust d’ar brezel ‘zo en em gave e kamp Nour Shams, e vo kendalc’het gant ar gevelliñ. Kerz an nevez amzer e vo eus un emvod kentañ evit gouzout peseurt raktresoù jumelaj a vo lakaet en pleustr gant tud Rostren. Muioc’h a displegadennoù gant Jeannot Flageul, kuzulier en ti kêr Rostrenn, ouzh mikro Gwenvael Delanoe, deus Radio Breizh.

Foresterez hag ekologourez eo Clothilde Rault, ganti ur raktres foresterez kevredigezhel. Graet he deus ur bourmenadenn gant Neshka deus Radio Bro Gwened a-benn lavarout hiroc'h diwar-benn ar raktres-mañ.

Petra a zo nevez war Brezhoweb ? Ur pennad-kaoz gant Anna-Vari Chapdalain, bet renerezh Diwan e-pad bloavezhioù. Florent Grouin a lavar muioc'h.

Teknik : Mael Krenn

Keleier : Anton Burel

Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio