en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur vanifestadeg 'zo bet e Pondi evit ar retreteed

Ur vanifestadeg 'zo bet e Pondi evit ar retreteed

Tro dro 700 den o doe manifestet e Pondi dec’h, a-benn difenn al leveoù, ar servijoù publik ha dreist-holl ar re tro-dro d’ar yec’hed. Plasenn ar marc’had a oa goloet get liv ruz jiletennoù ha banielloù retreteed ar CGT. Rann Gwengamp en doe lañset ar galv d’ober un tolpadeg rannvroel e kreiz ar vro, heuliet get ur bochad strolladoù arall él an FSU pe ar CFTC da skouer. E pep lec’h e Frañs e oa darvoudoù ag ar seurt. Goulenn a reont ur c’hresk a 10 % a live al leveoù.

Klevet ho peus div vanifesterez e Pondi é tifenn ar retreteed, ar servijoù publik hag ar yec’hed. Al liamm etre ar c’hlemmoù-se a zo bet displeget get Christian Bernard e penn rann ar retreteed e CGT ar Morbihan : get ar re gozhañ e vez gouzañvet ar muiañ an diouer a servijoù yec’hed.

Un nebeud tud perzh ag aozadur an darvoud a oa bet degemeret en is-prefeti e fin ar mintinvezh, un devezh hepken goude m’he dehe ar CGT kuitaet ar c’honklav aozet get ar c’hentañ ministr.

Aodren Trehin he doa aterset div vanifestourez, Maivon ha Dominique.


Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio