Ur vanifestadeg 'zo bet e Pondi evit ar retreteed
Tro dro 700 den o doe manifestet e Pondi dec’h, a-benn difenn al leveoù, ar servijoù publik ha dreist-holl ar re tro-dro d’ar yec’hed. Plasenn ar marc’had a oa goloet get liv ruz jiletennoù ha banielloù retreteed ar CGT. Rann Gwengamp en doe lañset ar galv d’ober un tolpadeg rannvroel e kreiz ar vro, heuliet get ur bochad strolladoù arall él an FSU pe ar CFTC da skouer. E pep lec’h e Frañs e oa darvoudoù ag ar seurt. Goulenn a reont ur c’hresk a 10 % a live al leveoù.
Klevet ho peus div vanifesterez e Pondi é tifenn ar retreteed, ar servijoù publik hag ar yec’hed. Al liamm etre ar c’hlemmoù-se a zo bet displeget get Christian Bernard e penn rann ar retreteed e CGT ar Morbihan : get ar re gozhañ e vez gouzañvet ar muiañ an diouer a servijoù yec’hed.
Un nebeud tud perzh ag aozadur an darvoud a oa bet degemeret en is-prefeti e fin ar mintinvezh, un devezh hepken goude m’he dehe ar CGT kuitaet ar c’honklav aozet get ar c’hentañ ministr.
Aodren Trehin he doa aterset div vanifestourez, Maivon ha Dominique.