Meurlarjez evit ar peoc'h e Gwengamp
Kantadoù a dud o devoa dibunet gant plijadur e straedoù Gwengamp, disadorn tremenet. Treuzwisket an holl, pe dost, evel m’eo dleet da vare Meurlarjez. Peadra da reiñ enor d’ar Peoc’h er gevredigezh, en ur riboulat hag en ur alkanniñ e kreiz-kêr. Gwenvael Delanoe Ar Berr ‘oa war blas.