Keleier ar vro d'ar Yaou 20 a viz Meurzh 2025
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Prizioù Dazont ar Brezhoneg 2025
Prizioù dazont ar brezhoneg ‘oa bet embannet dec’h da noz ! Aozet e vez gant France 3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg bep bloaz ‘vit reiñ ton d’an dud a ra gant yezh ar vro. ‘Ba sal an Armorica ‘ba Plougerne eo 21 loread ‘oa bet lakaet war wel ‘ba seizh rummad disheñvel : brezhoneger ar bloaz, priz an embregerezhioù, priz ar c’hevredigezhioù, priz ar strollegezhioù, priz ar bladenn kanet e brezhoneg, priz al levr e brezhoneg hag hini ar c’hleweled…
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Liseidi Karaez o stourm
Kenderc’hel a ra luskad liseidi ha liseadezed Diwan, evit kaat
kondisionoù bevañ ha labour dereat e savadurioù Kerampuilh, ‘ba Karaez.
Ar sizhun dremenet o devoa harzet al labour evit plantañ trouz, hag e
oant deuet a-benn da gaat un emvod gant pennoù-bras ar Rannvro ha
L’Ailes, ar gevredigezh a ra war-dro feurmiñ ar savadur. Met ar
respontoù n’int ket a-walc’h, hervez Telo Troadec, a oa bremaik o vont
da vanifestiñ gant ur pevar-ugent lisead bennak e straedoù Karaez.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
- Un doare harz-tennañ zo bet sinet etre SUA ha Rusia
- Argadenn lu Israel e Gaza
- Maer Istambul zo bet toullbac'het gant an Diktatour islamour Erdogan
- Harz-labour e IUT Lannuon
- Krogadoù melldroad lig ar broadoù a vo fenoz