Disadorn 'oa emvod meur dreist-ordinal Skol Uhel ar Vro.
Un emvod dreist-ordinal da-vat, peogwir 'oa ret divizout pe dalc'hen gant al labour pe dihan ganti, da-heul disklêriadennoù Jean Michel Le Boulanger, bez-prezidant ar rannvro e karg eus ar sevenadur. Hemañ 'noa roet da c'hoût na vefe ket degaset arc'hant gant ar rannvro ken, evel 'oa betek-hen. Patrig Malrieu an hini a oa o ren an emvod, muioc'h a zisplegadennoù gantañ.