en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Arzourien⸱ezed an Taol Lañs a vo ambrouget gant an Novomax

Arzourien⸱ezed an Taol Lañs a vo ambrouget gant an Novomax

An Taol-lañs, a vez dalc'het bep daou vloaz e-pad Gouel Broadel ar brezhoneg, a sikour arzourien hag arzourezed a vicher pe a vefe o kregiñ ganti. Er bloaz-mañ c'hoazh e c'hello ar strollad a c'hounezo an taol-lañs bezañ ambrouget gant sal an Novomax e Kemper. Muioc'h a zisplegadennoù gant Anais Scornet, kargiadez a ziorren e Gouel Broadel ar Brezhoneg.



Anais Scornet a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Un emglev all a zo etre sal an Echonova e Sant-Teve evit ambroug an arzour pe arzourez amatour a c'hounez an taol-lañs. D'ar 4 a viz Gouere e vo dalc'het an taol-lañs ar bloaz-mañ e Maner Kernod e-kichen Kemperle. Ha digor eo an enskrivadurioù evit kenstrivadeg an Taol-Lañs betek an 8 a viz Mae.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio