Tregont mil a dud e pardon braz Santez Anna Gwened.
Diriaou ha disul oa daet niverus ar berhinderion da inouriñ Santez Anna èl pep blez. Evit lidiñ an overenn bred d'ar gwener oa bet pedet an eskob Alain Castet a gêr Luçon. 'benn 2025 e vo 400 vlez ma vez ar pardon-mañ. Un darvoud a-bouez eo berped evit kristenion ar vro. Selaouamp doc'h Jos Riou daet a Lesconil ha doc'h an tad Ivan Brien neus kaset an overenn e brezhoneg da benn. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.