Un diskouezadeg 'zo bet savet diwar kaieroù klemm bro Gerne
'Benn warc'hoaz e vo kinniget ur mennad gant ar gannadez Marie Pochon er Parlamant evit ma vefe embannet ar c'haieroù klemm d'an holl. E 2019 e oa bet lañset an Diviz Bras pe « Grand Débat National » gant Macron e-pad luskad ar jiletennoù melen. Staliet e oa bet neuze kaieroù en tiez-kêr ha pep hini a c'helle skrivañ klemmoù enlinenn ivez. Tost daou vilion a dud o doa kemeret perzh enlinenn ha 230 000 a dud o doa duet pajennoù kaieroù an tiez-kêr, e Frañs a-bezh. Met abaoe eo chomet kuzh ar skridoù-se ha n'haller ket kavout roud ebet eus ar pezh a oa bet lavaret gant an dud enlinenn kennebeut.
En em vodet eo neuze ur strollad tud eus seizhvet pastell-bro Penn-ar-Bed evit goulenn un aotre ispisial digant ar prefeti da vont da enklask. Diwar o labour e dielloù an departamant o deus gallet furchal ha niverelaat kaieroù klemm bro Vigoudenn, Ar C'hab ha Douarnenez. Ha savet zo bet un diskouezadeg gante da heul, a oa posupl gwelet er Galerie Rouge e Pont-n-Abad e-pad an dibenn sizhun. Muioc'h a zisplegadennoù gant Reun Tempereau, he doa roet an dorn er mell labour-se.
Reun Tempereau a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. D'an 13, 'benn diriaou, e vo diskouezet an teulfilm « Les Doléances » hag an diskouezadeg e Kleden ar C'hab ; ha d'ar 14, 'benn digwener, e vint diskouezet e Douarnenez.