Planedenn ar beizanted en arvar zo kontet 'ba film "La chanson de Jerome"
Skrijus e c’hall bout planedenn ar beizanted zo lakaet diaes gant o micher. Tud zo a ya beket ober diwaskadennoù pe gwasoc’h beket en em distrujañ. Evit skoazell ar beizanted a soñj dezho int kollet penn da benn ‘oa bet kroet ar gevredigezh Solidarité Paysans un dek vloaz zo bennaket. E kerzh an dibenn sizhon ‘vo skignet ar film « La chanson de Jerome » ‘ba Brest ha ‘ba Douarnenez diwar intrudu Solidarité Paysans. Kontañ ‘ra « La chanson de Jerome » istor skrijus ur saver saout ‘oa en emgavet gantkudennou melestradurel. Selaouomp Jil Kilevere, ezel eus Solidarité paysans o kontañ da Erwan Blanchard planedenn Jerome Laronze, saver saout anezhañ…
Warc’hoazh da 8e noz ‘vo skignet ar film « La chanson de Jerome » ‘ba sal les Studios ‘ba Brest. An deiz warc’h ‘vo kinniget ‘ba Douarnenez da 3e ‘ba sinema Le Club de Douarnenez. Da heul skignadenn ar film e vo posubl eskemm gant ar sevenour Olivier Bosson ha gant Jean-Charles Jacopin ha Jil Kilevere eus Solidarité Paysans.