Monet da vakansiñ d'an ti-feurm.
Muioc'h-mui e vez liesaet an obererezhoù get ar beizanted. Ha digoret dorioù o zachennoù d'an dud. E Melioneg o deus Anne-Laure ha Gilles Nicolas en em staliet tri blez 'zo. Savet eo bet gete « Le bois du Barde », lec'h ma veveont diàr an avaloù produet get ar gwez, an dachenn kampiñ, ha feurm lojeriz dic'hortoz èl ur roulotenn pe ti-karr hag ur yourt. Berzh a ra, èl ma deus kontet Anne-Laure da Yaëlle ar Mouel.