Stanket eo bet an UBO gant ar studierien evit stourm ouzh an troc'hoù budjed!
« Nann d’an troc’hoù ‘bar budjetou !» Sklaer eo unan eus al luganioù a weler skrivet ‘ba skol veur Segalen ‘ba kreiz kêr Brest. Stanket eo gant ar studierien abaoe dimeurzh. Ne fell ket dezho ‘vo kaset e bolitikerezh strizhentez gant gouarnamant Bayrou ouzh ar skoloiù meur zo lakaet fall ‘ba Frans dija. Dle bras zo warno. 4,5 milion a euroioù ‘oa bet kollet e 2024 hag e 2025 zo rakjedet ur c’holl a 7,2 milion a euroioù. Peadra da vreskaat stad ar skol veur, sur deoc’h, ha da lakaat un nebeut stummadurioù en arvar… Selaouomp Dominig zo studier en eil bloavezh master en UBO. Emañ gant Erwan Blanchard.