Keleier ar vro d'ar Yaou 6 a viz Meurzh 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
« Nann d’an troc’hoù ‘bar budjedoù !»
Sklaer eo unan eus al luganioù a weler skrivet e Skol-Veur Segalen e kreiz-kêr Brest. Stanket eo gant ar studierien abaoe dimeurzh. Ne fell ket dezho e vefe kaset e bolitikerezh strizhentez gant gouarnamant Bayrou ouzh ar skolioù-meur zo lakaet fall dija. Dle bras zo warno. 4,5 milion a euroioù ‘oa bet kollet e 2024, hag e 2025 zo rakjedet ur c’holl a 7,2 milion a euroioù. Peadra da vreskaat stad ar skol-veur ha da lakaat un nebeud stummadurioù en arvar… Selaouomp Dominig zo studier en eil bloavezh master en UBO. Emañ gant Erwan Blanchard.
Keloù mat evit mediaoueg hollvrezhonek Kawan.
Ne vo ket serret, na lemmet kuit ar post-labour. D’an 11 a viz Meurzh, goude mizvezhioù a reuz er mediaoù lec’hel, oa bet dalc’het un emvod etre tud ti ar vro Kawan, lec’h m’emañ ar vediaoueg, asambles gant pennoù bras levraouegoù an departamant, Lannuon Treger Kumuniezh, Tolpad kêrioù Gwengamp Pempoull, ha ti-kêr Kawan. Hiroc’h a vo lâret gant Visant Dubois diouzhtu, a labour er vediaoueg.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Urzhiet en deus Trump dec'h da noz na vefe dieubet an ostajoù israelian e Gaza gant an Hamas
- Fellout a ra da Drump lakaat e grabanoù war Groenland ha kanol Panama
- Ha difennet e vo kerzhadeg al loc'h e Hungaria ar bloaz-mañ ?
- Ne z aio ket an enklask war-zu ar salud nazi nag ar c'homzoù gouennelour, e afer hor c'henlabourer Anton Burel
- Marvet eo ur pemoc'h-gouez 'blam d'ar bezhin glas hervez lez-varn Brest
- Un 50 kannad.ez bennak a gaso ur c'hinnig lezenn dirak ar Parlamant evit aotreañ an N tilde en anvioù-bihan