Keloù mat evit mediaoueg Kawan
Keloù mat evit mediaoueg hollvrezhonek Kawan. Ne vo ket saret ar stal, na lemmet kuit ar post-labour. D’an 11 a viz Meurzh, goude mizvezhioù a reuz er mediaoù lec’hel, oa bet dalc’het un emvod etre tud ti ar vro Kawan (lec’h m’emañ ar vediaoueg), sames gant pennoù bras levraouegoù an departamant, Lannuon Treger Kumuniezh, Gwengamp Pempoull Tolpad kêrioù, ha ti kêr Kawan. Hiroc’h lâret gant Visant Dubois, an ‘ni ‘zo en karg d’or war-dro ar miliadoù a levrioù hag a dielloù en brezhoneg. Emañ doc’h mikro Gwenvael Delanoe Ar berr. 0