en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

E MerConcept e Konk-kerne eo bet savet bag Charlie Dalin

E MerConcept e Konk-kerne eo bet savet bag Charlie Dalin

N'eo ket echu c'hoazh redadeg ar Vendée Globe ! Tri skipper a zo c'hoazh o klask boulc'hañ tro ar bed war o vigi dre-lienn. Padal e oa erruet an hini primañ, Charlie Dalin, tost ur miz hanter zo dija gant e vag Imoca er Sables d'Olonne, e Vendée. Savet eo bet ar vag-se gant div embregerezh : CDK er Forest-Fouenn ha MerConcept e Konk-Kerne. Krouet e oa bet ar stal diwezhañ-se gant ur skipper all, François Gabart, e 2006. Youn Aubry a labour eno. Kontañ a ra hiroc'h deomp war ar mod m'eo bet savet Imoca Charlie Dalin.



Youn Aubry eus MerConcept a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. 60 a dud a labour e ti MerConcept hag ouzhpenn fardañ bigi evit kenstrivadegoù a reont. Bigi kenwerzh dre-lienn a savont ivez ha dresañ bigi plezañs.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio