en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

33 bloaz zo e oa aet ar reder Jacky Bleunven diwar wel e Balouchistan, rann 2

33 bloaz zo e oa aet ar reder Jacky Bleunven diwar wel e Balouchistan, rann 2

Ober tro ar bed a oa unan eus an hunvreoù ‘oa maget gant Jacky Bleunven, aet diwar wel e miz C’hwevrer 1992 kerzh e veaj. Jacky Bleunven a oa ur reder yaouank a oa ganet ‘ba Plabenneg. E miz Gwengolo 1991, ur sach war e gein e oa loc’het eus « L’écume des jours », an davarn a oa dalc’het gant e c’hoar ‘ba Plabenneg, evit galoupat 50 000 km dre Europa, Azia, Afrika hag Amerika. Tro en deus bet da reuziñ Breizh, Bro-C’hall, Europa ar reter, Turkia, Iran evit en em gavout e penn kentañ ar bloaz 1992 ‘ba Pakistan, ‘ba ur rannvro anvet Balouchistan… Kontet ‘meump ul lodenn eus ar veaj gant Yvette Appere, ur vignonez dezhañ ‘ba un abadenn all. Hudu ez imp pelloc’h gant istor Jacky. Se zo kaoz e vimp gant Yvette Appere en dro met ivez gant Charlotte Bleunven, un nizez da Jacky ha gant Jean-If Breton, ur mignon bras dezhañ… Betegen ‘oa tremenet mat awalc’h ar veaj…

Embannet eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

Sportoù

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio