en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lidet e vo 100 vloaz Gwalarn a-hed ar bloaz!

Lidet e vo 100 vloaz Gwalarn a-hed ar bloaz!

100 vloaz eo ar gelaouenn lennegel Gwalarn. A-hed ar bloaz mañ ‘vo lidet ganedigezh ar gelaouenn… Ur gelaouenn ‘oa ganet diwar youl Roparzh Hemon hag a oa dasparzhet gant Breizh Atao. Da heul eo ul luskad lennegel zo deuet war wel. Kar krouiñ ul lennegezh eus e amzer ‘oa pal an ‘ni a oa kelenner war ar saozneg d’ar poent se. ‘Bar gelaouenn Gwalarn ‘oa embannet barzhonegoù, danevelloù hag oberennoù lennegel bet troet e brezhoneg. A-drugarez d’al luskad Gwalarn zo deuet war wel skrivagnerien nevez evel Jakez Riou, Youenn Drezen, Maodez Glanndour, Jakez Kerrien pe c’hoazh Abeozen. Selaouomp Bernez Rouz ‘zo ezel eus ar Bodad Lenn ‘ba Kemper.


‘Benn disadorn ‘vo digoret ar prantad da lidañ 100 vloaz Gwalarn ‘ba ti Sked ‘ba Brest. Eus beure ‘vo dalc’het un emvod gant Skriv war an treiñ e brezhoneg. Savet ‘zo bet un diskouezadeg fiñv gant ar Bodad Lenn ha Kevre Breizh. Da welout e vo ‘benn disadorn adalek 2e goude kreisteiz. War un dro e vo aozet un daol-grenn, etre 3e ha 5e30, diwar-benn ar pezh ‘neunt degaset skrivagnerien Gwalarn d’al lennegezh vrezhonek.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio