en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Reuz a zo e bed ar sonerien da heul obidoù Le Pen

Reuz a zo e bed ar sonerien da heul obidoù Le Pen

Ouzhpenn ur miz ’zo oa bet dalc’het obidoù Jean-Marie Le Pen en Drinded. Hag un dra n'eus lakaet bed sonerezh Breizh da dabutal kalzig war ar rouedadoù sokial : deuet e oa un nebeud sonerien, gwisket gant dilhad hengounel, da seniñ dirak arched Jean-Marie Le Pen.

War Facebook dreist-holl ‘zo bet sach blev etre sonerien eus bed ar bagadoù hag ar festoù-noz, tro dro d’ur goulenn : daoust hag emañ plas ar sonerien e seurt darvoudoù ? Ma oa kazi an holl a-enep mennozhioù Le Pen, n’eo ket ‘vit se oa ken splann ar respont. Selaouomp soñjoù Marie, Julien ha Gweltaz, sonerien ha sonerez ampart e bed ar bagadoù ha festoù-noz.



Setu soñjoù bet dastumet gant Gwenvael Delanoe Ar Berr. Diskouezet eo bet gant bed ar bagadoù dija bezañ a-enep mennozhioù gouenelour, evit souten Yannick Martin da skouer. Met ivez en ur vont da seniñ gant sonerien eus ar bed a bezh, ha krouiñ ur sonerezh kemmesket.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio