en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 21 a viz C'hwevrer 2025

Keleier ar vro d'ar Gwener 21 a viz C'hwevrer 2025


Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ

Kreskiñ a ra live ar mor get cheñchamant an hin hag ar barradoù gwall-amzer a ziskar tamm ha tamm an tevennoù e Breizh, ar pezh a lak tier zo e dañjer. E Triagad, e Bro Vigoudenn, e rankay annezidi seiz ti kuitaat karter Lehan. Divizet he deus kumuniezh kumunioù Su ar Vro Vigoudenn prenañ an tier ha distruj anezhe evit gober plas d'ar mor. Tri million a euroioù e koustay divontaén an tier ha gwareziñ peurest ar c'harter. 80% eus ar c'houst-se a vo paeet get ar Stad. Mikel ar Roue, gennidik a Triagad a oa bet aterset get Metig Jakez-Vargas.

Ouzhpenn ur miz’zo oa bet dalc’het obidoù Jean-Marie Le Pen, en Drinded. Deuet e oa un nebeud sonerieo, gwisket get dilhadoù hengounel a Vreizh, da soniñ tonioù muzik Breizh. Ar Facebook dreist holl ‘zo bet sach blev etre kalzig a sonerion a bed ar bagadoù hag ar festoù-noz, tro dro d’ur goulenn : daoust hag eñ oa plas ar sonerien da vout e seurt darvoudoù ? Ma oa kazi an holl enep mennozioù Le Pen, n’eo ket ‘vit se oa ken splann ar respont. Selaouomp soñjoù Marie, Julien ha Gweltaz, sonerion ha sonerez ampart e bed ar bagadoù ha festoù-noz. Setu soñjoù bet dastumet gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.


Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Bolsonaro a zo suspedet bout klasket gober un taol stad

-Disul e vo an dilennadegoù kannaded a vo e Bro Alamagn

-Roet eo bet bilañs ar sifroù àr al leveoù get leez ar c’hontoù a-benn digor an tabut àr reform 2023

-Votet eo bet ul lezenn a zifenn produiñ, gwerzhiñ, emporzhiañ hag ezporzhiañ marc’hadouriezh get PFAS enne.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio