en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur film da souten ar stourmerien a oa enep reform al leveoù

Ur film da souten ar stourmerien a oa enep reform al leveoù

Da vare al luskad sokial enep reform al leveoù ‘oa bet stanket an hent-tizh e Montroulez gant stourmerien ha stourmerezed. Kondaonet eo bet darn dioñte da baeo un taol-gastiz dibaoe, hag ur c’hollektif ‘zo bet savet d’o skoazell. Digwener, e sinema La Salamandre e Montroulez, e vo just awalc’h skignet ur film gante, da brederiañ war ar stourm. Hiroc’h lâret gant Fabris Kadou, ‘zo ‘touez ar re neuint stanket an RN12.

Fabris Kadou, a oa doc’h mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr. Neuze digwener, da 8eur hanter noz, en sinema La Salamandre e Montroulez, e vo skignet ar film.

D’ar memes koulz, ar mare-mañ ha beket fin ar miz, ‘zo eus un diskouezadeg poltriji e ostaleri/preti Le Tempo. Poltriji bet kemeret da vare al luskad sokial er vro.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio