en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Labour-douar : aet eo war-gil ar Senedourien war an ekologiezh

Labour-douar : aet eo war-gil ar Senedourien war an ekologiezh

Luzietoc’h luzietañ eo gwareziñ an endro war ar maez ar mare-mañ. Ken luziet ma neuint harzet al labour poliserien Ofis Gall ar Vevliesseurted (OFB) e penn kentañ ar bloaz. Ne gredont ket bezañ soutenet gant ar gouarnamant, hag eo bet taget lod eus o burevioù gant labourerien-douar produktivist hep ma vefent difennet awalc’h gant ar galloudoù publik, herveze. Ouzhpenn-se, aet eo kalz war gresk ar sindikad labourerien-douar doc’h an tu dehoù pellañ Coordination Rurale koulz an dilennadegoù Kambreier labour-douar diwezhañ. Enep-groñs d’ar reolennoù gwareziñ an endro eo ar sindikad-se, hag a-enep diorren ar bio. Setu bremañ d’ar gannaded da vont war-gil war dachenn an ekologiezh : ne oant ket deuet a-benn kannaded an tu dehoù da lemmel kuit an Ajañs Bio, met dec’h int bet trec’h da vat. Hiroc’h lâret gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Hag a-raok fin ar sizhun e c’hallfe bezañ votet lezenn hentañ al labour-douar gant an depuidi. Nebeut a draoù a zo kinniget evit sikour ar beizanted yaouank d’en em staliañ, ha mann ebet evit sikour al labourerezh douar bio da vont war-raok.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio