Skol Uhel ar Vro : peseurt dazont ?
Un emvod-meur dreist ordinal 'vo gant ar gevredigezh « Skol Uhel ar Vro » d'ar sadorn 1 a viz Here e Gwened. Bez eo unan deus ar pevar aozadur 'oa ganet tregont vloaz 'zo diouzh karta sevenadurel Breizh. Met, hiziv an deiz, ne oar ket peseurt dazont 'vo evitañ e fin ar bloaz-mañ. Perak 'ta ? Peogwir 'neus divizet ar rannvro Breizh paouez gant e sekour. Jean-Michel Le Boulanger, eil prezidant ar c'huzul rannvro e karg eus ar sevenadur, 'neus karget Charles Quimbert, rener ar gevredigezh Dastum, d'ober kinnigoù war pevar kefridi tro-dro d'ar sevenadur breizh : war ar glad ; war anaoudegezh an dud war ar sevenadur Breizh ; war ul levraoueg niverel ; ha war liesseurted ar sevenadurioù er bed.
Klasket hon eus gouzout hiroc'h gant Yannig Bigouin a zo kuzulier rannvro, ezel strollad ar re c'hlaz, hag a zo ivez prezidant ar gevredigezh « Livre et lecture en Bretagne / Levr ha lenn e Breizh ».