en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kampionad etrevroadel Back Hold a zo bet e Pondi

Kampionad etrevroadel Back Hold a zo bet e Pondi

Kampionad open back hold a oa e Pondi disadorn. Ur gouren a vro Skos ha norzh Bro Skos an hani eo. Kenweet (entrelacés), get ar balog àr ar skoez hag an daouarn dalc’het er c’hein a-hed an emgann e vez gourenet ar Back Hold, él ma lar anv ar sport hengounel-se.

Marie-Odile Jegouzo ha Lewellin Loxq-Guingeno a zo bet aterset get Aodren Trehin.

Da geñver an disoc’hoù, en holl rummadoù kemmesket, eo aet ar maout get Thomas Stewart Gibson, a Vro Saoz, ha get Anaelle Le Piolet, a Louergad.

Goude bout gourenet asambles o deus ivez hollad ar gourenourion lodennet ur pred kanet e fin an devezh.

Emgav o do ar wezhioù é tonet e Sant-Nolf evit kampionad ar vaouezed an 9 a viz Meurzh, ha da c’houde e vo Kampionad Europa ar gourenoù keltieg e Lokournan an 19 hag an 20 a viz ebrel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio