en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 13 a viz C'hwevrer

Keleier ar vro d'ar Yaou 13 a viz C'hwevrer

Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Dec'h an dec’h e oa bet manifestet un tamm e pep lec'h e Frañs gant kevredigezhioù a stourm evit gwirioù an dud nammet. E Kemper da skouer o doa izili ar gevredigezh APF France Handicap divizet kousket er maez dirak an ti-kêr dilun da noz... Muioc'h a ditouroù gant Metig Jakez-Vargas.

Benn ar fin e vo tu d'ar c’hevredigezhioù implijoù tud oc'h ober ur servij keodedel adalek miz Meurzh. Astennet e oa bet an c'hevradoù-se gant ar gouarnamant adalek penn kentañ miz C’hwevrer, da c'hortoz kaat un diskoulm evit ar budjed vroadel. Hiroc'h lâret gant Kemo Veillon, rener Skeudenn Bro Roazhon, doc'h mikro Anton Burel.

Komzet e vo ivez eus :

  • Bro Armenia o tostaat eus Unaniezh Europa war an dachenn diplomatek

  • Dazont Coop Breizh, a c'hello bezañ gwerzhet

  • Ne vo ket ar FPO e gouarnamant Aostria

  • François Bayrou 'zo lakaet diaes gant enklask diwezhañ Mediapart

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio