Keleier ar vro d'ar Merc'her 12 a viz C'hwevrer 2025
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Aet eo Jo Le Port d'an anaon
Mil vrudet e oa war enezenn Groe ha pelloc’h c’hoazh. Mailys Princé a anaveze mat anezhañ. Kejet he doa outañ p’he deus kroget da ginnig kentelioù brezhoneg e Groe e 2018. Kalz enrolladenn he deus graet gant Jo evit he c'hounskrid war brezhoneg Groe, war an enezenn dre vras, ha c’hoazh war e vuhez.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Kenstrivadeg Danevelloù e brezhoneg e Kemper
Evit ar pevare gwech e vo aozet ur genstrivadeg danevelloù e brezhoneg gant Ti ar Vro kemper. Digor eo d'an holl rummadoù oad, hag er bloaz-mañ e vez goulennet d'an dud skrivañ war tem « Ar mor bras ». Clélia Steczuk-Ansquer, a labour e Ti ar Vro Kemper, a zispleg deomp hiroc'h war ar genstrivadeg-se.
Ur pennad-kaoz gant Morgane Bramoullé deus Radio Kerne
Ha da glevet er c'heleier:
Keloù deus Gaza ha Palestina ac'hubet
War hent ar peoc'h e Kurdistan an Hanternoz ?
Trec'het eo bet skipailh Brest dec'h... ha disoc'hoù all deus krogadoù prantad dispartiañ lig ar gampioned
Krogad BBH a enep Metz fenoz