Avel em fenn - Meurzh 11 a viz C'hwevrer
Gireg Mouton a zo ur peizant nevez staliet e Logivi Plougraz. Diskarret 'n eus 450 metrad kleuñv hep gwez ebet warne ha adsavet 700 metrad e-kichen, gant sikour Breizh Bocage. Displegañ a ra penaos en deus graet deus mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Maiwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons a gont deomp buhez Geneviève Prigent, plac'h Botoha, o studiañ ar vedisinerezh er bloavezhioù 30 ha bet dimezet gant priñs Montenegro. Ur pennad bet skrivet gant Régis Delanoë a zispleg pep tra e kelaouenn miz C'hwevrer.
Eil lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Louis Bocquennet. Eñ zo psikologour ha skrivet en deus e 2020 ul levr anvet La Passagère a gont penaos en deus bevet muntr e wreg, Odile, bet lazhet gant he dousig bet. En abadenn e tispleg petra 'zo bet bevet gant e familh pa 'n eus embannet e levr hag e sell war ar muntrer.