en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un tolpadeg 'zo bet aozet en Oriant get Bretagne contre les fermes usines da rein ul lizher d'al lezvarn

Un tolpadeg 'zo bet aozet en Oriant get Bretagne contre les fermes usines da rein ul lizher d'al lezvarn

Un droiad belo en doe loc’het a Sant-Brieg dimerc’her paset hag a oe erruet en Oriant dirak al lezvarn disadorn da 1 eur d’enderv. Pal an tolpadeg a oe goulenn ma vehe barnet an 12 den a zo bet tapet get ar justis e 2022 p’o doe arestet un tren marc’haouriezh e San-Jeran kostez Pondi. Un obererezh disentiñ keodel an hani e oa evit sevel o mouezh a-enep ar model agro-industriel. Meur a gevredigezhioù a oe daet da harpiñ stourmerezed ha stourmerion Bretagne contre les fermes usines, da skouer ar c’honfederation paysanne pe ar c’holektif Marche contre Bayer-Monsanto.

Aodren Trehin a zo bet da reportajiñ àr blas.

Ur 130 den bennak a oe strollet é tal al lezvarn. Heuliet e vo an afer get hon skipailh da ouiet ma vo respontet d’ar c’hollektif Breizh a-enep an dachennoù-usin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio