Keleier ar vro d'ar Meurzh 11 a viz C'hwevrer 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ
Un tolpadeg aozet get Bretagne contre les fermes usines a zo bet disadorn paset en Oriant.
Pal an tolpadeg a oe goulenn ma vehe barnet an 12 den a zo bet tapet get ar justis e 2022 p’o doe arestet un tren marc’haouriezh e San-Jeran kostez Pondi. Un obererezh disentiñ keodel an hani e oa evit sevel o mouezh a-enep ar model agro-industriel. Meur a gevredigezh a oe daet da harpiñ stourmerezed ha stourmerion Bretagne contre les fermes usines, da skouer ar c’honfederation paysanne pe ar c’holektif Marche contre Bayer-Monsanto. Ur 130 den bennak a oe strollet é tal al lezvarn. Aodren Trehin a zo bet da reportajiñ àr blas disadorn.
Disadorn ez eus bet dalc’het un devezh studi get KEAV e sal Amzer nevez e Plañvour kostez an Oriant.
D’enderv eo deuet Melanie Jouitteau a zo enklaskerez er CNRS, da gomz diàr benn ar benvegoù niverel evit studiañ ha diorren implij ar brezhoneg. Doc’h mintin e oa deuet Lukian Kergoat, bet kelenner ar skolioù-meur, da gomz ag ar SDEG, ar sindrom dic’hallusted d’en em gompren. Petra eo ar sindrom-se ? Selaouomp Lukian Kergoat diouzhtu. Goulennataet eo get Anton Burel. Tro po da selaou ar stumm hir ar pennad kaoz edan berr àr gwagennoù ho pemp radio e brezhoneg.
Ha da glevet er c'heleier:
-Kendalc’hiñ a ra abaoe daou miz hanter manifestadegoù bemdez e Georgia.
-Nac’het o deus ar suised skriviñ en o vonreizh an doujañs da harzoù naturel ar blanedenn
-Achapet en deus Bayrou ur wezh c’hoazh d’ur mennad disfiz
-Devezh diwezhañ an emvod meur àr ar gouians artifisiel, (IA) eo hiriv Pariz
-Testoù evit an endometriose a vo arnodet adalek hiriv
-Divizet ‘zo bet get Radio Breizh arest get ar rouedad sokial X