Ar broduerien legumaj lakaet diaes gant ar pichoned
Dimerc'her tremenet e oa kambr labour-douar Penn ar Bed war an dachenn e Trelez a-benn gwelet pegent kudennus e vez ar pichoned evit produerien legumaj ar vro. Debret 'vez kement plant a zo gant al lapoused hag en arvar emañ da vat ar broduerien. Pep hini a glask talañ deus ar pichoned evel ma c'hell, hag uhel 'vez ar c'houst bewech ; tro 1500 Euros dre zevezh arat ; ha trec'h e vez al lapoused war al labourien-douar. Goulenn a ra neuze ar broduerien ma resevfent sikour digant ar Stad.
Displegadurioù gant Tieri Godeg, labourer-douar e Trelez. Emañ deus mikro Ifig Kalvez, deus Arvorig FM.