Keleier ar vro d'al Lun 10 a viz C'hwevrer 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.
Aet eo ar maout gant Bagad Kap Kaval e kampionad ar bagadoù e Brest
En desped da ziaesamantoù Sonerion eo bet lidet ar c’hampionad war an ton bras. Ouzhpenn d’ar 1500 arvester hag arvesterez a oa deuet ha skignet e oa an abadenn war internet ivez. Matelin a zo soner e Bagad Kap Kaval, selaouomp anezhañ diouzhtu.
Devezh ar c'hleuzioù
E Sant-Nigouden e oa bet dalc’het disadorn devezh ar c’hleuzioù. Un devezh a-bezh a brezegennoù liesseurt diwar benn ar c’hleuzioù, hag istor an adlodennañ. Erwan Puillandre en doa lusket un daol-grenn war istor an adlodennañ e Trabrivan. Deuet e oa tud da reiñ un testeni eus ar mare-se, 'vel ma tispleg deomp...
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Gallout a ra ar balestinianed mone-done etre Norzh ha Su bandenn Gaza
- Manifestadegoù ramzel a-enep d'an tu-dehoù pellañ a oa bet disadorn e Alamagn
- En em vodet e oa pennoù bras european an tu dehoù pellañ
- Chom a raio an FDSEA-JA e penn kambreier al labour-douar e Breizh
- Ur ger war ar sportoù