Renabliñ glad ar parrezioù
Abaoe fin miz Even zo bet lañset ur c'houlzad renabliñ glad parrezioù 'zo gant ar rannvro. E Pouldouran ha Mantallod emañ ar re e-karg o labourat evit bremañ. Dezho, war-un-dro gant an dud diwar-dro, da renabliñ ar glad savet, ilizioù, chapelioù, manerioù, tiez feurm hag all. N'eo ket ar wech kentañ 'vez kaset seurt labour gant ar rannvro, tamm ha tamm vez graet.
Saig Jestin, maer Pouldouran, a gomz deomp deus glad e gumun. Ur pennad gant Tudual Karluer.