N'eo ket an hanv splaetabl d'an holl.
Kroget eo ar vakañsoù hag edan berr e vo gwelet an douristed é tonet d'ar vro.
Sperañs o deus an dud a veva diàr an ekonomiezh-se e vo gwell ar blez-mañ evit ar blez kent, ma oa bet ken fall an amzer. Evit lodenn vrasañ ar pretioù, an tavarnioù pe an ostalerioù vez graet sifr aferioù ar blez e-korv an daou pe dri miziad hañv. N'eo ket gwir evit razh enta. Félix Lallemand a zo é terc'hel an ti-krampouezh « La Bretonne » e Gwened. Ha ne vez ket ken splaetabl an traoù evite. Emañ doc'h mikro Yaëlle ar Mouël.