Keleier ar vro d'ar Gwener 7 a viz C'hwevrer 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ
Nevez zo e oa bet embannet get Sonerion e vehe nullet an eil lodenn a oa aozet en Oriant da geñver Gouel ar Gelted.
Dre se, ar blez-mañ e 2025, ne vo anvet bagad ebet kampion Breizh. Roomp ar gaoz da Lors Moal, unan a talabardourion bagad Cap-Caval a oa aet ar maout geton e 2024. Emañ get Erwan Blanchard. Kampionad Breizh ar Bagadoù rummad kentañ a vo dalc’het disul er C’houartz e Brest adalek 1e30 d’enderv. Klask a rint gounit ar pezh a oa lodenn gentañ ar genstrivadeg betek bremañ.
Ur film a vo skignet e Montroulez da skoazell stourmerion al leveoù bet kastizet.
Da vare al luskad sokial enep reform al leveoù e oa bet stanket an hent-tizh e Montroulez get stourmerion ha stourmerezed. Kondaonet eo bet darn anezhe da baeañ un taol-gastiz a c’houde, hag ur c’hollektif a zo bet savet d’o skoazell. Henoazh, e sinema La Salamandre e Montroulez, e vo justawalac’h skignet ur film gete, da brederiañ àr ar stourm. Hiroc’h a vo lâret get Fabris Kadou, doc'h mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr. Emañ e mesk ar re o doe stanket an RN12.
Kampionad Frañs roller a vo e Gwened a-hed an dibenn-sizhun.
Ar rann « indoor », da lâret eo e sal, ha tizh a vo.
Aodren Trehin a zo bet da atersiñ Arzhelenn Baa, sportourez yaouank flamm a zo ezelez kleub ar Grol a aoza ar c'hampionad. Ne gemeray ket perzh ar wezh mañ met spi he deus bout dibabet evit ar c’hampionad ar blez é tonet. Digoust eo donet da welet ar redadegoù e sportva Kercado e Gwened. Krogiñ a ray da nav mintin betek 9 eur noz ar sadorn, ha betek 6 eur noz ar sul.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Emvod etrevroadel an IA, pe ar gouiañs artifisiel a zo kroget dec’h e Pariz.
-Ur budjed nevez a zo get ar Stad evit ar blezad 2025 abaoe dimerc’her.
-Embannet eo dre vras disoc’hoù an dilennadegoù e kambroù al labour-douar.
-Ar vodadeg vroadel he deus votet ul lezenn a strisa ar c’hondisionoù da dapout gwir an douar e Mayotte.