2500 a vanifesterien 'ba Gwengamp evit goulenn ma vo doujet d'o yec'hed
Etre 2000 ha 2500 a dud ‘noant manifestet disadorn evit difenn servijou publik ar yec’hed. Goulennet ‘oa bet groñs ma vo digoret en dro an ti gwilioudiñ ‘ba Gwengamp ha servijoù an trummadoù-urjañsoù ‘ba ospitalioù Lannuon ha Karaez. Met ouzhpenn an dodennoù-se eo ar sistem yec’hed dre vras e vanke d’an dud ‘vefe gwellaet. Selaouomp ur reportaj kaset gant Erwan Blanchard war blas… gant, da gentañ, Jean-Jacques a oa deuet eus Pañvrid ar Beskont…