Fest-noz e Louergad kengred gant labourerien-douar e Palestinia
'Benn disadorn e vo dalc’het ur fest-noz en Louergad da rastellat arc’hant evit div gevredigezh palestinian : Amani, hag Al-Sanabel. An hini gentañ a glask pareañ ar vugale gloazet o c’horfoù hag o speredoù gant ar brezel en Gaza. An eil hini, Al-Sanabel, ‘zo staliet en Sisjordania, war ar maez kostez Ebron. Ur c’hooperativ labour-douar eo, gant pemp ha tri-ugent peizant. Dibaoe bloavezhioù dija e vez harpet gant strolladoù AFPS (kevredigezhioù kengred Frañs-Palestinia) eus Breizh. Hiroc’h lâret dustu gant Gweltaz Moal, a gemer perzh en aozañ ar fest-noz. Displeget 'vo gantañ petra ‘vez graet gant Al-Sanabel, ha da betra servij an arc’hant a vez kaset di.
Aozet eo ar fest-noz en Louergat gant teir gevredigezh eus Treger : AFPS Bro Dreger, Kêriadenn, ha Koad Liv. Ur fest-noz mod hengounel a vo, gant kalzig a gan-ha-diskan ha koupladoù sonerien ha sonerezed. C’hwezek kouplad en holl ‘vo gwelet war al leurenn.