Keleier 5e30
@@@Diskrog-labour er CMB@@@
Pevar c'hant goprad deus ar CMB 'zo deuet er Relek Kerhuon ar mintin-mañ evit klask mont e darempred gant o fatroned a gemere perzh en ur c'huzul-merañ deus ar bank. Kroget o doa gant un arzh labour dec'h ha prest int da gendelc'hel. Pierre Jubil, dileuriat CFDT a oa war al lec'h ar mintin-mañ ha 'neus displeget perak.
@@@Ar Morbihan en tu kleiz !@@@
Petra zo degouezhet er Morbihan? An departamant breizhad diwezhañ eo hag a oa chomet bepred en tu-dezhoù. Biskoazh vefe bet sonjet e c'helle bezañ dilennet tri senatour deus an tu-kleiz eno, pezh zo tremenet disul koulzkoude.
Dec'h hag ar mitin-mañ oa bodet kuzulierien an departamant evit un emvod. Yaëlle ar Mouel neus klasket gouzout hiroc'h.
Selaouit ar reportaj
@@@Ur merk evit departamant Penn ar Bed@@@
An departamant Penn ar Bed 'n doa lañset dec'h ur merk evit brudañ e vro, war patrom ar merk "Breizh" oa bet lañset 9 viz 'zo gant ar c'huzul rannvro. « Tout commence en Finistère ». Ul lugan troet e brezhoneg : « Penn ar Bed / Penn da benn ». Anat eo evit Claude Guivarc'h, kuzulier-meur deus Lanniliz.
Selaouit ar pennad-kaoz
Emañ deus mikro Anne Gouerou