Ur fest-deiz a vo 'benn disul a-enep da Vollore
'Benn disul e vo dalc'het ur fest-deiz un tammig ispisial e Fouenn. Ur fest-deiz a-enep da Vollore ha mennozhioù ar patron bras-se, a sil mennozhioù an tu dehoù-pellañ e Frañs. Aozet eo an devezh gant strollad lec'hel Emsavadegoù an douar pe « les soulèvements de la Terre », anvet « emsavadegoù ar Mervent ». « Nessi » a zo o chom e Konk-Kerne, en soñj emañ kemer perzh.
« Nessi » a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Da ziv eur goude mern e vo ar fest-deiz disul war parklec'h Beg Meilh e Fouenn. Pedet eo an dud da zont gant o binviji sonerezh ha treuzwisket brav.